Gilles Servat - Qwerz Ar Mengleuz
Ur gwall zarvoud ur gwall zarvoud
Barzh ar mengleuz ur gwall zarvoud
Dindan ar glaou tud zo chomet
D'ho skoazellan tud all zo aet
Ha krog int da doullan diouzhtu
Da doullan e barzh an toull du
Kamaraded hastit buhan
Aman en eus kavet unan
Kavet unan a vew a boan
Ne lakfe ket gant e alan
Foeennig war ur melezour
Deuit oll deuit d'am sikour
En tenvalijenn e vewe
Ha barz a bignerez iwe
Paz eo er goulou erruet
Ar mengleuzier a zo marwet
Kriz vije 'r galon na ouelje
War an dachenn neb a vije
Welet an dud yaouank ha kozh
O chom didrouz hag o c'hortoz
An intanvez a lavare
E ti'r mengleuz paz errue
Ma gwas zo marwet en toull don
Deuet on ewid ma pansion
Ho kwas ne oa ket en goueled
Med war c'horre paz eo marwet
Pansion a bez n'ho po ket
An hanterenn ne laran ket
Aotrou person aotrou person
An arched se zo un eston
Ema 'baoe kazi ur mis
E barzh chantele an ilis
Poent bras eo deoc'h d'e interrin
N'eo ket mad 'wid ar gompagni
Ne rin ket ma labour person
Ma vez ket roet pansion
Daou dra breinus a zo aman
Ho kalon ha korf an den-man
Paz eo klewed c'hwez an arched
C'hwez hoc'h ene a zo klewed
An intanvez a lavare
E ti 'r mengleus paz errue
Ma gwaz zo marwet en toull don
Deuet on da glask ma pansion
Me ro deo'ch toud ar pansion
Kit buhan larout d'ar person
E c'hell interrin ho pried
An direksion deus pleget.
Barzh ar mengleuz ur gwall zarvoud
Dindan ar glaou tud zo chomet
D'ho skoazellan tud all zo aet
Ha krog int da doullan diouzhtu
Da doullan e barzh an toull du
Kamaraded hastit buhan
Aman en eus kavet unan
Kavet unan a vew a boan
Ne lakfe ket gant e alan
Foeennig war ur melezour
Deuit oll deuit d'am sikour
En tenvalijenn e vewe
Ha barz a bignerez iwe
Paz eo er goulou erruet
Ar mengleuzier a zo marwet
Kriz vije 'r galon na ouelje
War an dachenn neb a vije
Welet an dud yaouank ha kozh
O chom didrouz hag o c'hortoz
An intanvez a lavare
E ti'r mengleuz paz errue
Ma gwas zo marwet en toull don
Deuet on ewid ma pansion
Ho kwas ne oa ket en goueled
Med war c'horre paz eo marwet
Pansion a bez n'ho po ket
An hanterenn ne laran ket
Aotrou person aotrou person
An arched se zo un eston
Ema 'baoe kazi ur mis
E barzh chantele an ilis
Poent bras eo deoc'h d'e interrin
N'eo ket mad 'wid ar gompagni
Ne rin ket ma labour person
Ma vez ket roet pansion
Daou dra breinus a zo aman
Ho kalon ha korf an den-man
Paz eo klewed c'hwez an arched
C'hwez hoc'h ene a zo klewed
An intanvez a lavare
E ti 'r mengleus paz errue
Ma gwaz zo marwet en toull don
Deuet on da glask ma pansion
Me ro deo'ch toud ar pansion
Kit buhan larout d'ar person
E c'hell interrin ho pried
An direksion deus pleget.
Top songs by Gilles Servat
What do you think about this song?